Masimilian II an Impalaeriezh Santel
Neuz
Masimilian II an Impalaeriezh Santel, ganet e Vienna e 1527 ha marvet e Regensburg e 1576, a oa arc'hdug Aostria, Impalaer Santel, roue Bohemia ha Hungaria, adalek 1564 betek e varv, daouzek vloaz goude.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Vienna d'an 31 a viz Gouhere 1527. Mab e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Anna Hungaria ha mab-bihan da Fulup Iañ Kastilha ha da Juana de Castilla, rouanez Spagn, ha niz e oa da Karl V. A-berzh e vamm e oa mab-bihan da Ladislav II Hongria ha d'ar briñsez Anna Foix.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maria Spagn, infantez spagnol
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1548 d'an infantez spagnol Maria d'Espanya, merc'h da Carlos Iañ ha d'e bried Izabel Portugal. C'hwezek bugel en doe gant e bried : dek mab, ha c'hwec'h merc'h. Seizh bugel hepken a vevas.
- Anna Aostria (1549-1580) (Vienna 1549–1580 Manati an Escorial), a zimezas e 1570 da Fulup II Spagn (1527-1598), a voe rouanez Spagn, mamm da Fulup III Spagn.
- Ferdinant Aostria (Vienna 1551–1552), marvet da 1 bloaz.
- Rodolf II an Impalaeriezh Santel (Vienna 1552–1612 Praha), Impalaer santel roman german.
- Ernst Aostria ( 1553–1595 Brusel) a voe gouarnour an Izelvroioù spagnol.
- Elesbed Aostria (1554–1592), a zimezas da Charlez IX (Bro-C'hall) (1550-1574), rouanez kenseurtez Bro-C'hall, hag a zistroas da Aostria en intañvez e 1576 ;
- Maria Aostria (1555–1556), marvet da 1 bloaz.
- Mazheas Iañ an Impalaeriezh Santel (1557–1619), Impalaer santel roman german
- dimezet da Anna Aostria
- Masimilian III Aostria (1558–1618), arc'hdug Aostria (1612-1618).
- Albrecht Aostria (1559–1621), gouarnour an Izelvroioù, arc'hdug Aostria
- dimezet da e 1599 da Isabel Clara Eugenia (1566-1633), merc'h da Felipe II, Roue Spagn.
- Wenceslao Aostria (1561–1578).
- Friedrich (1562–1563) marvet da 1 bloaz.
- Maria Aostria (1564).
- Karl (1565–1566), marvet da 1 bloaz..
- Marc'harid Aostria (1567–1633), leanez.
- Leonor Aostria (1568–1580), marvet da 12 vloaz.